Текстов песен в базе: 1 278 222
Marv eo ma mestrez

Marv eo ma mestrez

Gilles Servat

Текст песни

Me am eus ur feunteun
E-barzh kornig ma jardin
Enno ma vin kavet
Deus an noz ha d’ar mintin
Atristet gand ma glac’har
Soñjal da ma mestrez
A zo aet d’an douar
Marv eo ma mestrez
Marv ma oll fiañs
Marv ma flijadur
Ha tout ma oll esperañs
Biken mije soñjet
Nag ar marv a deuje
Da lemmel diganin
Ma dous ma c’harantez
Deus poanioù ar bed-mañ
Fuzulhioù ha sabrennoù
Hastet mar plij ganeoc’h
Finissa din ma deioù
Hastet mar plij ganeoc’h
Finissa din ma buhez
'Vid maz in d’ar bed all
Warlec’h ma c’harantez
C’hoarvez a ra ganin
Evel gant ur marc’hadour
E n’eus ur vatimant
Da navigi war ar mor
Paz echu e veaj
Erruet e porzh ar joa
Pa doucho da Gerne
E renko perissa
Поделиться ссылкой:
Короткая ссылка: https://tekstpesni.ru/s/5RJS

Тексты других песен исполнителя

© 2017–2025 Тексты песен
Все тексты песен на сайте размещены пользователями, редакцией или собраны из открытых источников.
При копировании материалов ссылка на сайт обязательна.
Связаться
Уважаемые обладатели прав на музыку! На сайте не выкладывается музыка, ее нельзя скачать, послушать и тому подобное.