Son Alma Ata
Denez Prigent
Текст песни
Resevet 'm oa ul lizher, ya 'miz paseet 'zo dija
A ginnige din-me kanañ e ker Alma Ata.
Pelec’h 'oa ar barrez-se, n’am boa tamm mennozh ebet
Ha me da sell’t ouzh ur gartenn evit bezañ skleraet
Furchet 'm eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout
Furchet 'm eus e Breizh-Uhel, hag adarre 'chomet boud
Alma Ata ebet c’hoazh en tu all d’ar frontier
Pellgomz 'ran diouzhtu d’an ti-ker 'doa kaset din al lizher
Bonjour deoc’h, Sekretourez, bonjour deoc’h a laran
Kontant da vont lec’h peus laret, met n’ouzon ket p’lec’h emañ
Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C’hall ivez
Sur a walc’h 'm eus komprenet fall, ar pezh p’oa skrivet din me
Alma Ata, 'meus skrivet deoc’h, sellit war ur voul bremañ
Abalamour 'mañ ar ger-se, en URSS, e Kazakstan
Тексты других песен исполнителя
© 2017–2025
Тексты
песен
Все тексты песен на сайте размещены пользователями, редакцией или собраны из открытых источников.
При копировании материалов ссылка на сайт обязательна.
Уважаемые обладатели прав на музыку! На сайте не выкладывается музыка, ее нельзя скачать, послушать
и тому подобное.